Commandez le dans la boutique
1. Breizh Roots « Les Sœurs Goadeg Remix » ft Jerry Cornic
2. Ne bado ket atao remix « Alan Stivell remix »
3. Breizh in your face « Ar Re Yaouank Remix »
4. Jungle Plinn ft Marchand & Kemener
5. Jungle Plinn Suite ft Marchand & Kemener
6. Jump Lamm ft Les Frères Guichen
7. Amzer'zo Gant ma pado « Les Sœurs Goadeg Remix »
8. Dubzhstep Part 1 ft Marchand & Kemener
9. Dubzhstep Part 2 ft Marchand & Kemener
10. Blodeuwedd ft Les Frères Guichen
11. Burzhudus « Les Sœurs Goadeg Remix »
12. FunkiBreizhi « Les Frères Morvan Remix »
13. BJazZH ft Jerry Cornic
14. Star Tijenn « Les Frères Morvan Remix »
15. Ingarniboom « Les Sœurs Goadeg Remix »
16. Magic Land ft Jerry Cornic
A écouter également sur soundcloud

Breizh'n Bass Western Modern

Evel er film, A Space Odyssey, gant Kubrick, e krogas avantur an DJ Produerez zo ac’hanon e 2001. Dre ma oa un diouer a bladennoù vinil dindan ma dorn er mare-se e oan en em droet, evel-just, war-zu pladennaoueg ma zud.

Pa oan gant ma enklaskoù em boa kavet ur bladenn gant ar c’hoarezed Gwadeg, a oa da’m zad, ha me da lakaat ma c’hrabannoù warni. Iskisat tra lakaat ur bladenn a seurt-se da glotañ gant ur bladenn drum'n'bass… ha koulskoude e oa deuet an traoù din diouzhtu evel dre vurzhud. Diwar ar meskaj-se, un taol hardizh anezhañ, e oa deuet ar Breizh’n’bass war an douar ! Ar meskaj-se a oa ma natur, ma sevenadur breizhek, ma gwriziennoù hag an astennoù anezho… ha war un dro ul luskad underground a zeue war wel.

Berzh o tont

Un deiz, n’eo ket dre strobinelloù Marzhin, met dre forzh labourat, e oa bet dedennet ar c’hazetennoù, ar skingomzoù hag ar skinwelioù gant ma raktres din-me rak nevez-flamm e oa an dra-se ! Gant leun a stambouc’h e oa bet komzet eus ganedigezh ul luskad sonerezh : ur gwir anaoudegezh.

Tapet ganin un tamm mat a zeskadurezh ken war dachenn ar skol ken war hini ar sonerezh, entanet gant an dañs koulz ha gant ma studioù war an antropologiezh, em eus lakaet em fenn kas ur skeudenn disheñvel-mik diouzh hini ar c’hlichedoù zo anezho. Fellout a ra din brudañ ur skeudenn a vremañ eus Breizh hag eus an dud a ra anezhi gras d’ar sonerezh. Hag an dra-se er pevar c’horn eus an tamm-douar-patatez-mañ, rak ne vern pelec’h e vefec’h, eus New York da Japan, en ur dremen dre Los Angeles… e vezer sur da gavout ur Breizhad da nebeutañ !

Gant doujañs evit an diforc’hioù

Dont a ran eus ur familh a stourm evit gwareziñ sevenadur Breizh ha dreist-holl yezh ar vro. Desavet on bet gant doujañs evit ar re all hag evit o diforc’hioù. Hag evel kalz a dud all e Frañs em eus c’hoant da skarzhañ kuit kozh skeudenn gozh ar yezhoù rannvroel eus ar gevredigezh. Ha lavaret uhel ha kreñv omp gouest da vevañ bemdez e brezhoneg hag ivez da gomz yezhoù all.

Komprenet em boa e oa ar Breizh'n'Bass o vont da sikour ac’hanon da chom anterin ha gras d’ar sonerezh e c’hallen kompren n’eus forzh peseurt sevenadur eus ar bed. Abaoe ma bugaleaj e vezan boemet e gwirionez gant an trañs a vez degaset gant an binvioù-tos, an toumperezh, ar gitar-boud… En ur ouzhpennañ ar c’han a capella a vez kanet buan em eus komprenet e c’halle ar gwagennoù-son lakaat ac’hanon da veajiñ en tu-hont d’an harzoù ha d’ar morioù bras.

« D’ar bed on-me, gant ar perzhioù a ra din bezañ dibar »

An albom, zo e-touez ho taouarn, zo disoc’h daou vloavezh labour kalet, an dra-se evit dont a-benn da gaout ur c’halite son direbech, en ur zoujañ d’an hengoun sonerezh. An “opus incertum” zo frouezh kenlabourioù bev hag enrolladurioù studio gant meur a arzour Eric Marchand ha Yann-Fañch Kemener daou-ha-daou, ar baotred Guichen gant ar gitar hag an akordeoñs, Jerry Cornic gant an trompilh.

Implijet em eus samploù diwar sonioù « kan-ha-diskan » gant ar c’hoarezed Gwadeg, ar vreudeur Morvan hag Alan Stivell, hag ivez un ton gant ar Re Yaouank en doa eilpennet ar sonerezh breizhek er bloavezhioù pevar-ugent. D’ar mare-se, yaouank-flamm e oan neuze, e tarempreden anezho er metoù kevredigezhel ha sevenadurel, met ivez e ti ma zud.

Pal ar “galetezenn”-se a oa dont a-benn da gavout kempouez etre meur a dra, ur c’hendeuz peurvat etre daou ved a seblant bezañ disheñvel-mik an eil diouzh egile. Gant ar skiant prenet ganin war dachenn an dance music, etre klubing ha sevenadur Breizh, em eus gallet krouiñ ha sevel tonioù buan ha bividik evit ober un dilas gant joa hag imor vat ! Dont a ra ar seitek ton-se eus barregezhioù, startijenn ha gouiziegezh kenaozet an eil re gant ar re all.

An holl arzourien am boa goulennet diganto kenlabourat ganin o deus asantet en ober hep termal. Gallet o deus evel-se digeriñ o spered en ur sferenn sonerezh zo tost a-benn ar fin ! Kalz « Featurings » all a vo en amzer-da-zont evit krouidigezhioù nevez. Gildas Barronet, sonaozer, en deus roet sikour din da gavout ur skeudenn a sonerezh elektronek a vefe feal da’m fersonelezh : ken da’m zemz-spered ken da’m mennozhioù. Evit an opus nevez-mañ e verzer perzhiadur ur Vj evit un arvest pep tra ennañ : videoioù kemmesket dirak an dud, gant aergelc’hioù liammet strizh ouzh sonlivioù breizh-elektronek an albom-mañ.
Evit klozañ ar c’hinnig-se, brav eo deoc’h gouzout e c’hallot pellgargañ ma “zonioù” levezonet gant ar sonerezh hip hop, jungle, drum’n’bass, ha dubstep e Beat port hag e lec’hiennoù all gwerzhet sonerezh ganto, ma vezit broudet gant al lusk…

Testenn : Fred Huiban / Hoel Louarn

MISS BLUE ALBUM

MISS BLUE zo kejadenn ur sevenadur kozh-douar ouzh ur son arnevez hag a vremañ, ken ez eo. Deuet eo en he oad en ur metoù ma veze graet gant ar brezhoneg ha ma veze kemeret perzh en Emsav. Gant se, na petra ’ta, ez eus bet diazezet ul luskad dibar evit ar wech kentañ gant an Djez hag ar broduerez yaouank-mañ : ar « Breizh’n’Bass ». Lakaat an hengoun da glotañ gant ar vodernelezh, ober un astenn d’he gwriziennoù ha d’he sevenadur, se zo klaoustre, ur mennozh dirollet zoken, evit ar Roazhonadez-se a fell dezhi brudañ ur skeudenn a vremañ eus Breizh hag eus an dud a ra anezhi. Abaoe 10 vloaz bremañ emañ o peurlipat he doare seniñ dezhi hag o veskañ ar sonioù zo bet engravet ganti gant aket en albom kentañ-mañ.

« Breizh’n’Bass » ez eo ivez anv ar bladenn emañ MISS BLUE o sevel abaoe daou vloaz. Gant e-leizh a arzourien vreizhat he deus kenlabouret evel Erik Marchand, Yann-Fañch Kemener, ar baotred Guichen pe c’hoazh Jerry Cornic. N’he deus ket paouezet da buñsañ e pinvidigezh puilh ar sonerezh hengounel. Er 16 ton a ya d’ober an opus kentañ-mañ emañ an Drum’n’bass, ar Jungle, an Dubstep hag an Hip-hop o hentañ sonioù “kan-ha-diskan” gant Alan Stivell, ar c’hoarezed Gwadeg pe ar vreudeur Morvan. Ar bedoù sonerezh-se, a c’hall seblantout bezañ pell an eil re diouzh ar re all koulskoude, en em vesk, evel dre vurzhud, en un treant boutin ha diharzus.

Boas eo-hi da zaremprediñ ar sonadegoù, ar festivalioù hag abadennoù free party all hag akourset eo ivez da vont d’ar festoù-noz, m’he doa desket dañsal en hec’h oad tener. Ra vo dinec’het an dud strizh o spered : gant MISS BLUE, ne vo ket pedet an dud da zañsal ar gavotenn war al leurioù “dance floor”… Muioc’h eget se eo ! Bez’ eo ar c’hempouez etre al luskoù hag an treantoù ken tost ha ken disheñvel a vez lakaet kichen-ha-kichen evit ober unan hepken. Muioc’h eget ur seurt sonerezh pe un doare seniñ eo emañ MISS BLUE o loc’hañ, ur gwir luskad ne lavaran ket ! « Hag eus Tokyo da Bariz, eus Kemper da Ibiza, en em anavezo an holl rak, evel ma oar pep hini, ne vern da belec’h ez eer, ur Breizhad a gaver atav ! »

TRADUCTION : OFIS AR BREZHONEG