Buhezskrid

Miss Blue 'zo arzourez bennañ luskad digent ar Breizh'n'Bass. An DJ ha produourez a-werso, deus Roazhon, a gendeuz sonerezh ha tonioù hengounel Breizh gant elektro araokour. Mod-se e ro buhez d'ur bed sonioù a boulz he selaouerien, a-bep seurt oadoù ha sevenadurioù, da gompren levezonioù ha dibaboù sonerezhioù disheñvel. En ur vont gant an hent-mañ e vez boulc'het ganti un erv a c'hellfe bezañ lod eus hor yezh hag hor sevenadur.

A-benn diorren ar bed -mañ, hag e sonioù nevezus, e vod Blue danvez deus an hip-hop, an dancehall, an jungle drum and bass, an elektro, ar breakbeat hag an dubstep. Ouzhpenn-se, luskoù ha sonaozadurioù an DJ-mañ a zo gwriziennet don en ur preder deuet diwar he bloavezhioù skiant-prenet B-girl ha grafourez. Ar meizad-mañ 'zo unan eus dezverkoù spered ar gumuniezh hip-hop, hag e varregezh da vont dreist d'ar yezhoù ha d'ar sevenadurioù, dre ar sonerezh. Hag a-benn neuze, sichenn grouiñ an dimezell Blue.

Abaoe m'eo kroget da c'hoari gant ar pladennoù ha d'ober war-dro ar produiñ eo bet pedet Blue da ginnig arvestoù e gouelioù ha war leurennoù boestoù-noz Europa, ar Stadoù-Unanet, Kanada hag Azia, keit-ha-keit gant arzourien liesniver evel Diplo, DJ Zinc, Sinden, Sebastian, DJ Mujava pe Brodinski. 

War dachenn an darempredoù eo Blue ezel deus ar strollad merc'hed hag etrevroadel DJ Crew Geishaz, ha KanaBeach hag Adidas a zo e-touez he embregerezhioù paeron. War he amzer vak e vez hi o stummañ danvez DJed en arz ar seniñ gant pladennoù, ouzhpenn ma kemer perzh e stalioù-labour scratch gant DJ Q-Bert. 

Hec'h abadenn Breizh'n'Bass ziwezhañ 'zo ur gwir kammed ouzhpenn war he hent micherel. Kaset eo bet da benn a-drugarez da Ableton Live ha da genlabour lod deus arzourien varrekañ al leurenn hengounel e Breizh : ar breudeur Guichen, Erik Marchand ha Yann-Fanch Quemener. Diwar ar mennoziad-mañ e tiwano div bladenn : unan a vo gouestlet da genstroll hor c'han ha sonerezh hengounel gant an hini elektro, hag eben a vo un dastumad tonioù.

Emzesket, emrenet ha emarc'hantaet, Blue 'zo dizalc'h penn-kil-ha-troad. An eil arvest goude egile, an DJ-mañ a zegas nevezenti e sevenadur an dance music. Ha koulskoude, ar pouezusañ eo emañ c'hoazh ar pep gwellañ da zont.

(Troidigez: Hoel Louarn)